Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Miz Du 2024 (eil)

• Testenn farsus da studiañ

Ur paotrig a skiant vat

Bloaz eo erruet bremañ Feñchig bihan ha ne gomz ket c'hoazh.

Reizh eo, neketa ?

O ren e zaou vloaz eo bremañ he n'en deus ket distaget an disterañ

gerig evit c'hoazh. Dont a raio !

Aet eo ar paotrig en tu all da dri bloaz ha mut-sot eo atav.

E dud a zo deuet da vezañ ankeniet bras bremañ.

Kaset eo bet da gaout ur medisin bras. Hemañ ne gomprenn ket

petra 'zo o c'hoari gant ar paotr bihan kennebeut.

Betek e c'hwec'h vloaz e chom an traoù evel-se.

Diaes e kav ar gerent bremañ.

Un deiz, da boent koan, ar paotrig a lavar d'e vamm a-greiz-tout :

"Yen eo ar soubenn, mamm !"

Hag ar vamm, souezhet-marv, da c'houlenn digantañ perak

e oa chomet dilavar-mut e-pad keit-se :

"E, beñ, betek-henn n'em boa netra da rebech dit !"

a respontas ar Feñchig bihan ken seder ha tra.

 

Da soñjal ervat : Daou vloaz evit deskiñ kaozeal, hag ur vuhez-pad evit deskiñ tevel."

Tro-lavar d'ar destenn

petra 'zo o c'hoari gantañ ➣ que lui arrive t'il

ken (seder) ha tra ➣ très sereinement

ken (aes) ha tra ➣ ➣ très facilement

en tu all da& ➣ au delà de

ken (aes) ha tra ➣ très facilement

betek-henn ➣ jusqu'à présent

a-greiz holl(tout) ➣ tout à coup, au milieu de tout

Gerioù d'ar destenn

distagañ ➣ prononcer

disterañ ➣ le moindre

ankeniañ ➣ angoisser

kennebeut ➣ non plus

souezhet ➣ étonné

rebech ➣ reprocher

ervat ➣ bien, comme il faut

• Testenn farsus da studiañ

Feñchig hag an den barrek war ar yezhoù

War blasenn ar bourk emañ Feñchig o kaozeal gant Job e gamalad, e brezhoneg evel-just.

Dre ma 'n'oa klevet ganto « Ya, Ya », un Alamant, o klask e hent,

a zeu da c'houlenn diganto : « Entschuldigen Sie, bitte, sprechen Sie Deutsch ? »

Chom a ra an daou gamalad da sellet outañ, estonet-marv.

Ha goude : « Spreekt u misschien Nederlands ? » Respont ebet.

Mont a ra neuze war ar saozneg : « Sorry, do you speak English ? »

Grik ebet kennebeut. Hag ar beajour da gendalc'h ganti :

« Parlare Italiano ? » Respont ebet atav.

Ha 'benn ar fin : « Habla ustedes español ? » Netra d'ober ganto kennebeut.

Hag an Alamant az a pelloc'h gant e hent, dipitet-naet.

Job a lavar neuze da Feñchig :

« Ne gav ket dit e vefe gwelloc'h deomp deskiñ ur yezh estren bennak memestra ? »

- « Hag abalamour da betra, 'ta ? eme Feñchig. « Sell, hennezh a oar pemp yezh,

ha ne servijont da netra dezhañ ! »

Tro-lavar ha gerioù d'ar destenn

dre ma ➣ à mesure que, parce que , puisque, comme ...

grik ebet kennebeut ➣ Ne dit rien non plus

dipitet-naet ➣ ➣ découragé

da gendalc'h ganti ➣ ➣ continue "avec on" (pronom indéfini féminin en Breton)

• Testenn farsus da studiañ

Al lizherenn A

Poent merenn-vihan eo. Emañ Soizig Toullfier o vrodañ treñkillig-kaer er gêr.

He bugale, Ernest, Hervé, Ursule hag Auguste, zo er skol.

Dont a ra he amezegez, Chanig Beg-A-Raok, ur pikez hag ur fri-furch

m'az eus unan, da welet anezhi :

« Sioul eo an traoù amañ, da vihanañ atav ! Oc'h ober petra emaout aze, Soazig ? »

« E, beñ, gwelet a rez mat, emaon o skrivañ lizherennoù kentañ va fevar paotr

war o dilhad peogwir emaint da vont da lojañ er skolaj Lesneven goude an hañv.»

« Feiz, sed aze ur pezhiad labour 'vat ! Ha n'eo ket re ziaes brodañ

'mod-se, te, da-unan, kement a lizherennoù disheñvel ? »

« Tamm 'bet, Soazig gaezh : evit Arnest, Arvé hag Arsule, an tri c'hoazhañ,

al lizherenn "A" a zo bet aes-kenañ d'ober. Met, neuze, evit Ogust

ar bidoc'hig, ur sapre abadenn eo dont a-benn da dresañ propig al lizherenn "O",

ha n'eo ket marteze eo ! »

Tro-lavar ha gerioù d'ar destenn

pikez ➣ chipie, commère, enquiquineuse

da vihanañ ➣ au moins

Soizig gaezh ➣ ma vieille Soizig, ma pauvre Soizig

ur sapre abadenn ➣ ➣ un bon moment (un sacré temps)

ha n'eo ket marteze eo ➣ et c'est pas peut-être que c'est